François Philidor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
François Philidor ouzh un timbr eus Kuba
François Philidor

François-André Danican, lesanvet "Philidor" evel e familh, bet ganet e Dreux (Bro-C'hall) d'ar 7 a viz Gwengolo 1726, marvet d'an 31 a viz Eost 1795 e Londrez (Breizh-Veur).

Sonaozour ha mestrc'hoariour echedoù gall. E dad, André Danican, a oa soner Loeiz XIV.


Philidor a voe lesanvet "An hini meur".

E 1731 ez eas da laz-seniñ lez ar roue: eno e teskas c'hoari echedoù, abalamour d'ar prantadoù ehan.

Gant Legall de Kermeur e voe kelennet an echedoù dezhañ da vat: en ur ober tri bloaz e teuas an diskibl da vout kreñvoc'h evit e vestr. E 1745 e voe trec'h war Phillip Stamma. Chom a reas gwellañ c'hoarier echedoù ar bed e-pad degadoù a vloavezhioù. Roet en-deus e anv d'an "Difenn Philidor".

Bevañ a rae diwar al leve a veze roet dezhañ gant roue Bro-C'hall: divroañ a reas da Londrez e-pad an Dispac'h gall ha mervel a reas eno.

An Difenn Philidor[kemmañ]

1.e4 e5

2.Mf3 d6.

An Difenn Philidor

Oberenn skrivet[kemmañ]

  • François Philidor, Analyse du jeu des échecs.


Levrioù diwar e benn[kemmañ]

  • George Allen, The life of Philidor, 1858 ;

Sonaozour[kemmañ]