Framm (jedoniezh)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

E jedoniezh, ur framm a zezanv un damkaniezh « kreñvoc'h » eget damkaniezh an teskadoù, eleze un damkaniezh a c'hoarvez eus hollad an aksiomennoù, an arouezioù hag ar reolennoù.

Bez' ez eus anezhi enta un damkaniezh « diazezet » war damkaniezh an teskadoù, hogen oc'h enderc'hel destrizhoù ouzhpenn, perzhiek dezhi, hag a gevaraez en hevelep doare da zespizañ frammoù nevez parzhiat dezhi. Ar c'hel-mañ zo neuze ur c'hendaoliadur kreñv d'an delakadenn a lavar e pourchas damkaniezh an teskadoù diazezoù ar jedoniezh.

An termen-mañ zo orin d'ar pezh zo bet anvet ar frammadelouriezh jedoniezhel.