Frañsez II (Bro-C'hall)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frañsez II, roue e 1559, tresadenn gant François Clouet

Frañsez II, roue Bro-C'hall, a oa ganet e Fontainebleau, d'an 19 a viz Genver 1544 - ha marvet en Orleañs, d'ar 5 a viz Kerzu 1560. Ren a reas etre 1559 ha 1560. Mab henañ Herri II, roue Bro-C'hall ha Caterina de' Medici e oa.

Dimezet e oa bet d'e bemp bloaz da Vari Stuart, rouanez Bro-Skos ha merc'h-vihan Claude Loren (1496-1550), 1 dug Guise. E 1558 e voe graet an eured hag e teuas da vezañ roue Skos. Kurunennet e oa bet roue Bro-C'hall d'e bemzek vloaz, goude marv Herri II, marvet a-daol-trumm, d'an 10 a viz Gouere 1559.

Ardamez an daofin Frañsez

Notennoù[kemmañ]


En e raok:
Herri II
Roue Bro-C'hall
France moderne.svg
15591560
War e lerc'h:
Charlez IX