Frédéric Da Rocha

Eus Wikipedia
Frédéric Da Rocha

Frédéric Da Rocha a zo ur c'hoarier mell-droad bet ganet d'ar 16 a viz Gwengolo 1974 e Cenon (Gironde). C'hoari a ra hiziv an deiz e Football Klub Naoned, kabiten ar skipailh eo. Gellout a ra c'hoari er c'hreiz, en tu dehou kentoc’h, met ivez en difenn. E vreur Bruno a zo c'hoarier mell-droad ivez. Stummet en FKN evel e gamalad kozh Mickaël Landreau emañ Frédéric Da Rocha war ribloù an Erzh abaoe pell dija ha chom a ra tost d'ar c'hlub. Argader e penn-kentañ e red-micherel (adalek 1995), kreizer dehou e vo a-benn ar fin e-barzh skipailh FK Naoned. D'ar post-mañ eo e c'hoari ar gwellañ hag e-touez ar greizerien wellañ e oa e-touez ar re a oa o c'hoari e Ligue 1, e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000. Goude bezañ bet kampion Bro-C'hall e 2001, e nac'has kinnigoù Liverpool, ken tomm e oa e galon ouzh ar c'hlub. E 2004 e tisklêrias, e-pad an nozvezh ma oa bet savetaet ar c'hlub eus an diskenn e Ligue 2 : "Les légendes ne meurent jamais".

Dre ma echue e gevrat e 2006, e sinas Da Rocha ur c'hevrat nevez, daoust ma c'hounezfe nebeutoc'h a arc'hant.

D'ar 25 a viz Mezheven 2007 ec'h astennas Frédéric Da Rocha e gevrat eus 2 vloaz daoust ma oa mat da gluboù Ligue 1 degemer anezhañ.

Roll loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1996 : Hanter gourfennad eus ar Champion's League
  • 1999 : Trec'hour Kib Bro-C'hall ha Trofe ar Gampioned (FK Naoned)
  • 2000 : Trec'hour Kib Bro-C'hall (FK Naoned)
  • 2001 : Kampion Frañs ha trec'hour Trofe ar Gampioned (FK Naoned)
  • 2004 : Gourfennad kib ar C'hevre (FK Naoned)