Frédéric Auguste Bartholdi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Frédéric Auguste Bartholdi e 1898

Auguste Bartholdi, bet ganet Frédéric Auguste Bartholdi d'an 2 a viz Eost 1834 e Colmar (Haut-Rhin), a oa ur c'hizeller elzasian hag a oa boas d'ober gant an anv Amilcar Hasenfratz gwezhoù 'zo.

Mil anavezet eo er bed a-bezh a-drugarez da Zelwenn ar Frankiz a voe kizellet gantañ ha profet d'ar Stadoù Unanet gant ar Stad c'hall e 1885 : staliet e oa bet e Bedloe's Island (Liberty Island a-vremañ) e beg porzh New York. Savet e oa bet gantañ ivez ar Feunteun Bartholdi a c'heller gwelet war bPlace des Terreaux e Lyon c'hoazh. Un oberenn brudet all, Leon Belfort, en devoa kizellet en ur vri da lidañ harzerezh kadarn ar gêr-mañ da geñver he seziz e-pad ar Brezel Dek.

Aet e oa bet da Anaon e Pariz d'ar 4 a viz Here 1904.