Foy (santez)
Sainte Foy (Sancta Fides e latin) zo anv ur santez c'halian, eus kêr Agen, e Galia, war-dro dibenn an IIIde kantved.
Taolenn |
Merzherinti [kemmañ]
"Gwerc'hez ha merzherez" eo hervez an Iliz. Nac'h a reas dianzav he feiz kristen dirak lez-varn ar prokonsul roman, Dakian, er bloavezh 303, en amzer an impalaer Maksimian, ur marevezh heskinerezh relijiel.
Poazhet e voe war ur gwele arem ha dibennet, p'edo en he zrizek vloaz. Ganti e varvas he c'hoar Alberta, sant Caprais, ha tud all eus kêr.
Brud [kemmañ]
Ne oa ket gwall anavezet e-maez an tolead betek an deiz ma teuas ar manac'h Avariscius, eus Conques e Rouergue, da laerezh relegoù Santez Foy, evit o c'has d'e abati, da sachañ pirc'hirined di. Dek vloaz e vije bet o chom e kêr Agen, hag o c'hortoz ken na gavje an tu da ober e laeroñsi.
Brudet eo ar santez er broioù spagnolek evel Santa Fe.
Gwirionded [kemmañ]
Hervez istorourien zo ne vije ket bet anezhi, ha treuzkomprenet eo bet ar gerioù latin.
Anv-lec'h [kemmañ]
- Gwelout Sainte-Foy.
Yezhoù all [kemmañ]
- Feiz, e brezhoneg, met n'eus roud ebet eus anv ar santez er yezh-mañ;
- Faith e saozneg, anv-badez
- Fe e spagnoleg, Fé e portugaleg
- Fede en italianeg.
Lennegezh [kemmañ]
- Cançó de Santa Fe, barzhonek katalanek.
