Foulk V

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Foulk V, pe Foulk Yaouank, ganet war-dro 1090 en Anje, marvet d'an 10 a viz Du 1143 en Acre, a voe kont Anjev ha Teurgn eus 1109 da 1129, kont Maine eus 1110 da 1129, ha roue Jeruzalem eus 1131 betek 1143. Mab yaouañ Bertrada Montfort ha Foulk Rekin, kont Anjev ha Teurgn, e oa.

E lezvreur henañ Jafrez IV a oa emsavet a-enep d'o zad. Mont a reas Foulk a-du gant e dad a-enep d'e vreur. Muntret e voe Jafrez e seziz Candé en 1106, mervel a reas Foulk kozh en 1109. Neuze eo e teuas Foulk yaouank da vout kont Anjev ha Teurgn.

Kont Anjev ha Maine[kemmañ]

E gentañ preder evel kont Anjev eo lakaat e wizien da blegañ d'e lezenn, ha re Amboise da gentañ penn. Kemer a reas meur a gastell hag o distruj dre ma lakaent e c'halloud en arvar. Dimeziñ a reas da Erembourg du Maine, merc'h pennhêrez Hélie de Beaugency, pe Élie Iañ du Maine, kont Maine. Gant an dimeziñ-se e oa stag Maine hag Anjev da-vat. Met ret e voe diwall ouzh ar skoilhoù etre Herri Iañ, a oa roue Bro-Saoz ha dug Normandi war un dro, ha Loeiz VI, roue Bro-C'hall. Dimeziñ a reas e verc'h da Herri Iañ e 1113.

En 1120 ez eas d'an Douar Santel da vrezeliñ hag e kasas e verc'h Sibylle gantañ. Pa zistroas e reas emglev gant ar roue gall hag e roas skoazell dezhañ ouzh an impalaer Herri V an Impalaeriezh Santel hag ar roue saoz Herri Iañ (Bro-Saoz).

Roue Jeruzalem[kemmañ]

Eured Foulk Anjev ha Mélisende Jérusalem
Marv Foulk goude kouezhet diwar varc'h. Guillaume de Tyr, XIIIvet kantved

E-kerzh e veaj kentañ d'an Douar Santel e 1120, en doa tapet brud vat, ha pa intañvas e 1126, e voe kinniget dezhañ goulenn Mélisende de Jérusalem, merc'h Baldoen II, roue Jeruzalem. Distreiñ a reas da Balestina e 1129 eta, hag e laoskas e holl vadoù gant e vab Jafrez V.

Eno, pa varvas Baldoen II en 1131, e voe dilennet da roue Jeruzalem.


Liammoù[kemmañ]