Fouetté (barrez)

Eus Wikipedia

E barrez klasel ec'h implijer an termen fouetté evit deskrivañ ur fiñvadenn ma troer buan-ha-buan war-du ar c'har oberiant (an hini o fiñval) pa dremen honnezh dirak pe a-dreñv ar c'har all m'emañ hen he sav an dañserez warni pe c'hoazh ur fiñvadenn pa dro buan-ha-buan korf an dañser(ez) a du da du.

Daou doare fouetté pennañ ez eus:

  • Petit fouetté: kaset da-benn à terre ("war al leurenn"), en demi-pointe pe sauté ("o lammat");
  • Grand fouetté: kaset da-benn sauté ("o lammat"), relevé pe pe en tournant ("o treiñ").

Evit pleustriñ er penn-kentañ e c'heller implijout ar barre, o sellet outi hag o kas da-benn ur grand battement à la seconde ("a-gostez"), neuze e tro ar c'horf betek m'emañ ar c'har savet en emstumm arabesque.

Gwelit ivez:[kemmañ | kemmañ ar vammenn]