Fortis ha lenis

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù fortis ha lenis (saoz.: fortis ha lenis, diwar al latin "kreñv" ha "gwan") war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz ez-ledan eus an diforc'h etre kensonennoù evel p, t, k hag all ouzh kensonennoù evel vs. b, d, g.

En un doare resisoc'h e vez implijet an termen "fortis" evit ober dave da gensonennoù stign o doare distagañ ha "lenis" evit komz eus kensonennoù laosk o doare distagañ.

Daoust ha ma c'hall klotaat ar c'hensonennoù ma reer dave oute dre vras, n'eo ket peurgevatal neuze an termenoù "fortis" ha "lenis" d'an termenoù "divouezh" "mouezhiet".

Nevez-krouet e oa bet an termenoù-mañ en XIXvet Kantved en Alamagn evit deskrivañ ar sonennoù divouezh skrivet b, d, g enebiet ouzh ar c'hensonennoù divouezh skrivet p, t, k e alamaneg ar su.

Peurliesañ e vez talvez ar mouezhiadur da lakaat an diforc'h etre ar c'hensonennoù p, t, k hag all (divouezh) diouzh un tu hag ar c'hensonennoù vs. b, d, g hag all (mouezhiet) diouzh an tu all evel ma c'hoarvez da skouer e galleg ma vez enebiet [p, t, k] ouzh [b, d, g] hepmuiken.

E saozneg avat e talvez ivez ar c'hwezhadur da diforc'hañ ar parioù kensonennel-se, da lâret eo [pʰ, tʰ, kʰ] enebiet ouzh [b, d, g].

E yezhoù all n'eo ket an a-drugarez d'an diforc'h mouezhiadur ma vez enebiet ar parioù met dre perzhioù all, da skouer e daneg hag e sinaeg mandarinek e vez enebiet ar kensonennoù divouezh c'hwezhet [pʰ, tʰ, kʰ] diouzh un tu ouzh ar c'hensonennoù divouezh plaen [b̥, d̥, g̥] diouzh an tu all.

Implijet e vez an termenoù "fortis" ha "lenis" evit komz ouzh an enebiezh etre parioù a-seurt-se dre vras hag en un doare ledan hep derc'hel kont eus ar fed m'hallont bezañ mouezhiet pe get, ha nueze e c'helelr implijout an hevelep termenoù evit komz eus ar galleg, ar saozneg pe c'hoazh ar sinaeg.

Hervez an implij ledan-mañ neuze c'hell ober dave an termenoù "lenis" ha "fortis" da veuz a doare distagañ/perzh disheñvel hervez mont-en-dro fonetikel ha fonologel, en o zouez:

En un doare resisoc'h e vez implijet an termen "fortis" evit komz eus kensonennoù distaget sañset gant muioc'h a energiezh kigennek evit ar c'hensonennoù "lenis" met n'eo ket bet gellet diswel ec'h eo gwir an deskrivadur-se war al live fonetikel.

E koreaneg ec'h eo stignoc'h kerden ar vouezh pa vez distaget ar c'hensonennoù "fortis" (anvet kensonennoù stign peurliesañ pa gomzer eus ar yezh-se) produet gant un doare fonadur anvet "mouezh reut". E alamaneg Suis, avat, n'eus bet kavet roud fetis ebet eus ur seurt stignadur fizikel pa vez produet ar c'hensonennoù ma reer "stign" anezhe ivez koulz ha pa gomzer eus ar c'horeaneg ha pousubl eo e tennfe kentoc'h d'un enebiezh etre kensonennoù plaen diouzh un tu ha kensonennoù hir diouzh an tu all.

War a sebblant ez eus un nebuet yezhoù ma talvez an diforc'h stignadur etre kensonennoù fortis ha lenis da enebiañ fonemoù hepmuiken, en o zouez rannyezhoù an adigeg ma vez graet an diforc'h etre kensonennoù dre serriñ divouezh stign (fortis) ha laosk (lenis) diouzh un tu ha kensonennoù dre serriñ mouezhiet laosk diouzh an tu all hag en un nebeut yezhoù kaokazek ar gwalarn, evel da skouer an ac'hvac'heg, e kaver un enebiezh fonologel etre kensonennoù dre strakal laosk ha stign.

Mar bez ezhomm e c'heller merkañ ar fed ma vez distaget kerñvoc'h evit boas ur gensonenn bennak dre implijout ur sin diakritek sipisial skrivet dindan an arouezenn bennañ hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel ledanaet, da skouer [ɸ] kv. [f͈] en eweeg.

Gwelit ivez:[kemmañ]

Portal.svg Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.