Football Club Lorient-Bretagne Sud
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
![]() |
||
|
|
||
| Kêr | An Oriant | |
| Bro | Breizh | |
| Krouet e | 1926 | |
| Stad - Digoret e - Niver a blasoù |
Stad ar Voustoer 1959 18.500 |
|
| Marevezhioù - Lig 1 - Lig 2 - Nasional |
3 25 7 |
|
| Gounezet | 1 Kib Frañs | |
| Prezidant | Loic Fery | |
| Gourdoner | Kristen Gourcuff | |
| http://www.fclweb.fr | ||
Football Club Lorient-Bretagne Sud (Klub Football an Oriant-Kreisteiz Breizh) a zo ur c'hleub mell-droad eus kêr an Oriant e Breizh hag a c'hoari e kevezadegoù Kevre Frañs ar Football. Football Klub an Oriant a zo bet ganet e 1926. Savet e oa bet ar c'hleub e penn kentañ evit divuziñ ar besketaerion hag àr-lerc'h 40 vloaz e oa daet da vout an FCL ur c'hlub a vicher. Ar Merluzed eo o lesanv.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Krouidigezh ar skipailh
E 1925 e teuas ar soñj d'an Itron Cuissard, merourez ur stal kokanier àr porzh An Oriant, sevel ur skipailh mell-droad evit divuziñ ar besketaerion. Anvet e voe ar c'hlub « Ar Morad Sportel ». Ur blez goude (e 1926) e kemm an anv da: « Football Klub An Oriant ». Krouidigezh gwir ar skipailh eo. Àr-lerc'h bout bet tremenet karour e c'hell ar c'hlub c'hoari kampionad Breizh. E-korf tri blez e erruont er c'hentañ rann. E 1932 hag e 1936 e erruont er c'hentañ plas. Met tri blez goude e teu an eil brezel hag ar bombezennoù àr An Oriant. Distrujet eo kêr An Oriant, met ur bagad c'hoarier a gendalc'h da c'hoari evit o flijadur. A-drugarez d'an dud–se e kendalc'h an FCL goude ar brezel. Sikouret eo ar c'hoarierion get donedigezh Antoine Cuissard, mab-bihan an Itron Cuissard. Ur c'hoarier a vicher ag an A.S.S.E (klub Sant-Stevan) ha skipailh Bro-C'hall, daet da adlakaat skipailh e vamm-gozh àr an hent mat. Krapat a ra ar c'hlub rannadoù dre rannadoù hag e 1948 emañ an FCL evit ar wech kentañ ag e istor e "Kampionad Karour Bro-Frañs"(CFA hiriv an deiz).
[kemmañ] 1967-1995
E 1967 emañ lakaet e pleustr ur c'hleub a vicher get an Aotrou Tomine hag Aotrou Fougères (Prezidanted ar c'hlub). E-pad dek vlez e chom an FCL en eil rann Bro C'hall (D2), met e 1977 e kouezh ar c'hlub en D3 en ur roiñ an dilez. E pemp blez e erru an FCL e DSR (Seizhvet rann) da lâret eo o deus diskennet ur rann bep blez. Georges Guénoum a gemer en-dro aferioù ar c'hlub hag ar presidentelezh. Adsevel a ra ur strollad teknikel hag ur skipailh prest da vont àr raok. Ar perzh a erru, dre ma krap ar skipailh kement a rannoù kollet get ar c'hlub pemp blez a-raok. E-korf c'hwec'h vlez e adkav ar c'hlub an D2 e 1985. Un taol-dreist eo. Met n'eo ket graet gete an diaesañ dre ma ra ar skipailh ur "krap-diskenn" e-pad dek vlez etre an D3 hag an D2. Ret e voe gortoz 1995 evit gwelet an FCL chom e D2 e-pad daou vlez.
[kemmañ] 1998-2006
E 1998 e vez gwelet kentañ krapadenn An Oriant er c'hentañ rann. Met diaes eo an traoù evit ur c'hleub bihan, get ur budjed bihan ha get c'hoarierion tost dianavet, da chom e kreiz skipailhoù ken kreñv. Ar blez goude e vez adkavet, neuze, an FCL e D2. A-drugarez da Kristen Gourcuff, ar gourdoner, e adkav ar skipailh en-dro ar c'hentañ renk Bro-C'hall e 2001. Gounezet a vez get ar c'hlub "kip Bro-C'hall" e 2002 a-raok diskenn en-dro e D2. Goude pemp blez purgator, e adkavont c'hoarierion an FCL kentañ renk bro C'hall e 2006.
[kemmañ] 2006-2...
Pal pennañ ar skipailh ur wech adpignet er renk kentañ a oa chom enni. Kroget eo mat an traoù evit ar c'hoarierion. Gounezet eo bet gete o c'hrogad kentañ e Pariz a enep ar PSG (Klub ar c'hêr). Lañset eo an traoù. E-kerzh ar prantad c'hoari e vez trec'h Football klub An Oriant àr skipailhoù bras èl An Naoned pe Masillia. A-drugarez d'an disoc'hoù-mañ e chom skipailh An Oriant e rann kentañ evit ar maread 2007/2008. E 2007, pal ar skipailh, a zo chom e-kreiz skipailhoù brasañ Frañs. Ar perzh a vez graet en un doare fiskal. Gounezid a reont krogadoù a enep Monaco, ar PSG ha skipailh Lyon. E fin ar c'houlz matchoù e vez lec'hiet an FKAO d'an dekvet plas. E fin ar c'houlz 2008/2009 e vez gouarnet an dekvet plas get ar c'hlub. Ur c'houlz mat eo bet evit c'hoarierion Kristen Gourcuff dre mard ro bet tizhet ar 45 poent àr-lerc'h 38 match. Hiriv an deiz e teu da vout Football Klub An Oriant ur skipailh a-bouez er rummad kentañ. Koupabl eo ar skipailh gounid a enep skipailhoù bras, da skouer an trec'h àr ar PSG 3-0 e Paris.
[kemmañ] Gwisk
- Gwisk 1: Roched krez orañjez (tango) get linennoù du ha gwenn, bragoù du ha loeroù gwenn.
- Gwisk 2: Roched gwenn get tammoù krez orañjez ha du, bragoù gwenn ha du ha loeroù orañjez.
- Gwisk 3: Roched du get linennoù krez orañjez ha gwenn, bragoù du ha loeroù du.
[kemmañ] Stad Yves Allainmat
E 1924 e vez savet park ar sportoù e kêr An Oriant. Tout ar c'hevredigezhioù sportel a implij anezhañ a-raok ar brezel. Etre 1940 ha 1945 e servij ar stad da renkiñ obuzioù an Alamaned. Àr-lerc'h trubuilhoù ar brezel e vez adsavet ar park. Ret eo gortoz 1959 evit gwelet savidigezh an tribun kentañ ha kemm an anv da Stad Yves Alamat. E 1959 e gont Stad Yves Allainamat, anvet ivez Stad ar Voustoer, 6000 plas. A drugarez d'ar grapadenn kentañ er rann uhelañ e vez brasaet ar stad betek kaout ur 16 000 plas bennak. Hiriv an deiz eo bet krapet an niver a blasoù da 18 500. A-lies e vez implijet stad ar Vostoer get Emvod ar gelted evit an noziadoù burzhudus hag evit Kampionad ar bagadoù.
[kemmañ] Gounidoù
[kemmañ] Kib Frañs
- Aet ar maout get an FKAO ur wech, e 2002
[kemmañ] Kampionad Frañs an eil rummad
- Erruet eo skipailh An Oriant div wech d'an eil plas e 1998 ha 2001
[kemmañ] Kib ar c'hevredad
- Aet eo an FKAO betek ar gourfann e 2002
[kemmañ] Ar c'hoarierion brudet
C'hoarierion An Oriant a zo bet gwelet hiriv an deiz èl c'hoarierion a-feson. Mar anezhe a zo tremenet en F.K.A.O, hiriv an deiz e c'hoariont er skipailhoù brasañ. En o mesk e vez kavet Fabrice Abriel (laosket en deus ur soñj vat d'ar (suporterien) àr-lerc'h tri frantad c'hoari), Bakary Koné ( Kip ar c'hoarier gwellañ an eil rummad a oa aet getañ hag anvet a oa bet gwellañ merker e 2005) ha Karim Ziani ( Kip ar c'hoarier gwellañ an eil rummad a oa aet getañ e 2006) e Klub Masillia. Seydou Keita a zo tremenet en FKAO etre 2000 ha 2002. Hiriv an deiz emañ ar c'hoarier Malian e klub Barselona. Mikael Ciani ag ar c'hoari ar blez mañ get skipailh Bourdel ha get ar skipailh etrevroadel Frañs. A zo tremenet en Oriant etre 2007 ha 2009. Ar blez mañ e vez kavet c'hoarierion ag a zo anavet bras e bed ar mell-droad èl Olier Monterrubio, Kevin Gameiro, Marama Vahirua, Fabien Audard, Laurent Koscielny, Sigammary Diarra …
- Kristen Gourcuff
- Pascal Bedrossian
- Marlet Steve
- Gignac André-Pierre
- Boutruche Marc
- Ewolo Oscar
- Ali Bouafia
- Jean-Claude Darcheville
- Malik Diop
- Pascal Feindouno
- Christian Gourcuff
- Josilin Gourvenneg
- Seydou Keïta
- Baky Koné
- Éli Kroupi
- Stéphane Le Garrec
- Ulrich Le Pen
- Christophe Le Roux
- Didier Le Tallec
- Patrice Loko
- Stéphane Pédron
- Alfredo Ramon Ramirez
- Karim Ziani
[kemmañ] Skipailh ar maread 2009/2010
[kemmañ] Gouarnerion
[kemmañ] Difennourion
[kemmañ] Kreizourion
[kemmañ] Argaderion
[kemmañ] Gourdonerien
[kemmañ] Kristen gourcuff
Ganet d'ar 5 a viz Ebrel 1955 e Ker Hañveg, Kristen Gourcuff a zo bet dedennet get ar mell-droad a-baoe e vugaleaj. Desavet e Douarnenez, Gourcuff en deus kroget get ar mell-droad e Treboul e 1966 d'an oad a 11 vlez. E 1972 e vo kuitet ar "Gas Ys Treboul" kentañ evit mont d'ar Stad Roazhon. Etre 1974 ha 1982 e tremenay Kristen Gourcuff en US Berne, en A.R. Gwengamp, en F.K. Rouan, en F.K. "La Chaux de-Fonds" ur c'hleub a vro Suis, àr-raok sinañ e Football Klub An Oriant. En Oriant e krogay Kristen Gourguff da vout gourdoner/c'hoarier. Chom a ray e kêr ar pemp porzh betek 1986. Sinet a vo getañ e Klub ar Mañs hag en F.K. Plabennec a-raok adkavout an F.K.A.O. etre 1991 ha 2001 e giz gourdonner . E 2002 e vo sinet getañ e Stad Roazhon, met skarzhet a vo àr-lerc'h un hanter maread. Mont ray d'ober un dro e vro Katar a-raok distroiñ en Oriant e 2003. Chomet eo adaoe. Sinet eo bet getañ betek 2014.
[kemmañ] Gourdonerien kozh
- Daniel Carpentier
- Antoine Cuissard
- Georges Girot
- Bernard Goueffic
- Louis Hon
- Louis Lagadec
- Paul Le Bellec
- Michel Le Calloc'h
- Patrick Le Pollotec
- Josef Lokay
- Angel Marcos
- André Mori
- Emile Rummelhardt
- Jean Snella
- Alain Thiboult
- Jean Vincent
- Georges Vinsonneau
[kemmañ] Prezidanted
- Jean-Maurice Besnard
- Noël Couedel
- Henri Ducassou
- Pierre Eveno
- Jules Glain
- Georges Guenoum
- André Jegouzo
- Louis Le Gallo
- Xavier Le Louarn
- Marcel Le Mentec
- Alain Le Roc'h
- Jean Tomine
[kemmañ] Liamm diavaez
- FCLorient.net (e galleg)
- lec'hienn ofisiel (e galleg)
| Ligue 1 2012 - 2013 |
|
AC Aiacciu • SC Bastia • Girondins de Bordeaux • Stad Brest • Évian Thonon Gaillard FC • Lille OSC • Olympique Lyonnais • |
