Fontenay-le-Pesnel
Eus Wikipedia
| Kumunioù Bro-C'hall | |
|---|---|
| Anv | Fontenay-le-Pesnel |
| Skoed | |
| Lec'hiadur Fontenay-le-Pesnel e Kanton Tilly-sur-Seulles hag en Arondisamant Caen | |
| Riez | |
| Rannvro | Normandi-Izel |
| Departamant | Calvados |
| Bro hengounel | Bessin |
| Arondisamant | Caen |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes du Val de Seulles |
| Kanton | Tilly-sur-Seulles |
| Kod INSEE | 14278 |
| Kod post | 14250 |
| Maer | Jean-Pierre Chevalier (Tu-kleiz, distrollad) |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 10,07 km² |
| Led | 49° 10' 16" Norzh |
| Hed | 00° 34' 43" Kornôg |
| Uhelder kreiz | 80 m |
| Uhelder bihanañ | 51 m |
| Uhelder brasañ | 114 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 914 (2008) |
| Stankter | 91 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | Fontenay-le-Pesnel |
Fontenay-le-Pesnel a zo ur gumun eus departamant Calvados e Bro-C'hall.
Taolenn |
Istor[kemmañ]
XXvet kantved[kemmañ]
- Eil brezel-bed: d'ar 25 a viz Even 1944 eo taget Fontenay-le-Pesnel gant ar 49vet Rannlu Troadegiezh West Riding eus ar Rouantelezh-Unanet; dister eo niver an difennourion alaman, ur batalhon troadegiezh eus ar rannlu Panzer Lehr Division hepken; buan e teu ar Re Gevredet a-benn d'ober un toull el linennoù alaman, kaset eo ur C'hampfgruppe hobregonet ag an Hitlerjugend da stankañ an toull. D'ar 26 a viz Even 1944 eo trec'het an difennourion gant ar Vreizhveuriz ha dieubet eo ar gumun [1]. Mervel a reas dek den nann-soudard (unan bet fuzuilhet gant an Alamaned, ar re all a voe lazhet gant minennoù, tennoù kanol ha bombezadegoù) e Fontenay e 1944 e-pad Aloubadeg Normandi hag unan e 1945 abalaour d'ur vinenn [2].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ]
Bered ar C'hommonwealth: Fontenay-le-Pesnel War Cemetery[kemmañ]
| Bro | Niver a soudarded |
|---|---|
| 4 | |
| 457 | |
| 59 | |
| Hollad | 520 |
Marvet e oant e 1944 e-pad Emgann Normandi e-pad an Eil brezel-bed. Digoret e voe ar vered e dibenn miz Mezheven 1944 hag implijet kalz e miz Gouere 1944 gant an unanadoù-stourm eus tirlu ar Rouantelezh-Unanet:South Staffordshire Regiment, East Lancashire Regiment, Royal Warwickshire Regiment, Durham Light Infantry hag unanadoù hobregonet. Un darn vras eus an Alamaned beziet enni a oa er 12vet SS Panzer Division (Hitlerjugend) [5] [6] [7].
Douaroniezh[kemmañ]
Emdroadur ar boblañs 1962-2008[kemmañ]
Niver a annezidi 