Flora (doueez)
- Ur pennad Flora zo ivez da gavout sterioù all.
Flora a oa doueez ar bleunioù hag an nevezamzer. Hervez Ovidius e oa doare latin an nimfenn C’hloris. E bed ar plant eo ken a-bouez ha Gwener e bed an dud pe al loened. An nimfenn Pomona a vez anv anezhi kevret alies.
Azeulet e veze Flora gant ar Sabined ha ganto e voe degaset da Roma, ma veze graet lidoù dezhi da-geñver C'hoarioù Flora, pe ar Floralia, a veze lidet eus an 28 a viz Ebrel betek ar 1añ a viz Mae, evit kaout eostoù fonnus. Hep he skoazell, a veze lavaret, ne veze ket ed, na bleuñv er gwez. Tamm ha tamm e teuas da vout doueez ar bleunioù dreist-holl. Mont a reas al lidoù e-maez ar c'hiz er IVvet kantved.
Livadurioù [kemmañ]
-
Trionfo di Flora, livet gant Tiepolo.
-
Flora, livet gant Elisabeth Vigée-Lebrun.
-
Flora ha Zefiros, livet gant William-Adolphe Bouguereau (1875).
Delwennoù [kemmañ]
-
Flora e Mirdioù ar C'hapitol e Roma
-
Delwenn an doueez Flora, e kêr Aalsmeer, en Izelvroioù, savet gant Teun Roosenburg (1962).
-
Delwenn Flora, e Roma, piazza del Popolo