Flodaigh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Enez Flodaigh, gant torgennoù Uibhist a Tuath er pellder.

Flodaigh (Flodaigh pe Floda e saozneg) zo unan eus an Inizi Gall pellañ. Emañ en hanternoz da enez Beinn na Faoghla (Benbecula) hag er c'hreisteiz da enez Griomasaigh. Stag eo ouzh Beinn na Faoghla war-bouez ur chaoser.

En em astenn a ra war ur gorread a 145 hektar ha n'eus nemet 11 den o vevañ enni (2001). Un enezenn izel eo, hag al lec'h uhelañ warni n'eo nemet 20 metr a-us live ar mor.