Flensburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Porzh Flensburg

Flensburg (Flensborg e daneg, Flensborg e sakseg izel, Flansborj e frizeg an norzh) zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Schleswig-Holstein en Alamagn. Goude Kiel ha Lübeck ez eo an trede kêr vrasañ e land Schleswig-Holstein. Emañ Flensburg e-kreiz su Schleswig, etre Kiel (86 km er su) hag Aabenraa e Danmark (34 km en norzh). Tost-kenañ eo da harzoù Danmark (7 km).

Anavezet eo Flensbur abalamour d’ar bier anvet Flensburger Pilsener ha lesanvet "Flens" hag abalamour ma’z eo kêr-benn ar vinorelezh danek e kreisteiz Schleswig.

E miz Mae 1945 e oa bet sez gouarnamant diwezhañ an Nazied (gouarnamant Flensburg), renet gant an amiral Karl Dönitz, etre ar c’hentañ a viz Mae (goude marv Hitler) ha dispennadur ar gouarnamant-se d’an 23 a viz Mae.

Kêrioù gevellet[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.