Fineas
Fineas a oa roue Trakia hervez mojennoù Hellaz kozh. Gallout a ra ar gêr gozh Phinea (pe Phineopolis), war lez ar Bosfor e Trakia, bezañ liammet ouzh e anv.
Hervez skrivagnerien zo e oa bet daou roue Fineas e Trakia.
Fineas, mab Agenor [kemmañ]
Da gentañ mab Agenor, a oa aet da glask war-lerc'h e c'hoar Europa, evel e vreudeur Fenik (meneget en Ilias), Kadmos, Thasus ha Cilix, kuitaet gantañ e Fenikia c'henidik, evit degas en-dro d'ar gêr d'o zad e verc'h a oa bet skrapet gant an doue Zeus.
Phineas a baouezas gant e glask e Trakia, hag a ziazezas war aod kornôk ar Mor Du.
Fineas an Argonaot [kemmañ]
An eil a vevas kalz diwezhatoc'h, a oa unan eus an Argonaoted a eas gant Jason da gerc'hat ar Maoutken Aour. Hennezh a zimezas da Gleopatra, merc'h Boreas.
Kement-se a zalc'has ken na zegouezhas Jason]] hag e Argonaoted. Kas a rejont an harozed askellek Boreaded, war-lerc'h an harpiezed. Kas an euzhevned kuit a rejont, o distruj avat ne rejont ket, war c'houlenn Iris, doueez ar Ganevedenn, a brometas ne deujent ket ken da hegaziñ Fineas ken.
Lennadurezh [kemmañ]
- Apollodoros. Biblioteka III, xiv, 8;
- Ovidius, Metamorfozoù VI, 424-674.