Filostratos
Eus Wikipedia
Filostratos (Φιλόστρατος / Philóstratos e gregach), pe Philostratus hervez ar stumm latinekaet, zo anv pevar sofour brudet en Hellaz kozh da vare an Impalaeriezh roman.
- "Philostratus I" (war-dro 150-200) : un oberour peuzdianav, ha n'anavezer anezhañ nemet un diviz gant Neron, skrivet gant Filostratos II marteze.
- "Philostratus II" (war-dro 170-247) : mab da Philostratus I. Anvet ivez "Philostratus an Atenad " pe Lucius Flavius Philostratus , prederour ha prezegour hellazat (war-dro 170-249). Div oberenn gantañ zo brudet:
-
- Buhez ar sofourien ,
- Buhez Apolonios Tiana.
- "Philostratus III" (ganet war-dro 190) : niz moarvat da Philostratus II. Anvet ivez "Philostratus Lemnos" pe "Philostratus kozh" evit e zisheñvelout diouzh ar re all, ha dreist-holl diouzh Philostratus Yaouank.
- (ganet war-dro 220) "Philostratus IV": moarvat mab-bihan da Philostratus III. Anvet ivez "Philostratus Lemnos", pe "Philostratus yaouank".