Fiat lux

Eus Wikipedia
Ar gerioù "Fiat lux" ouzh ur gloued (Sather Gate) e Skol-veur California, Berkeley.
Ar frazenn saoznek "Let there be light" zo bet lakaet, dre fent, a-us da zor levraoueg Carnegie Dinedin.

Fiat lux (Ra vo gouloù!) zo ur bomm latin a lenner er Vulgata, e pennad kentañ Levr ar C'heneliezh (1,3), ma'z eo kontet krouidigezh ar bed gant Doue en ur ober c'hwec'h deiz. Un urzh eo a-berzh Doue pa voe krouet ar bed gantañ.

Sed ar frazenn en he hed: ... dixitque Deus fiat lux et facta est lux[1] (... hag e lavaras Doue "Ra vo gouloù", ha gouloù a voe).

Yezhoù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er Bibl gregach ez eo γενηθήτω φῶς (genēthētō phōs), hag en Torah hebreek ez eo יְהִי אוֹר (yehiy 'or). E saozneg e vez lavaret "Let there be light".

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Pajenn eus gwivan ar Vatikan: http://www.vatican.va/archive/bible/nova_vulgata/documents/nova-vulgata_vt_genesis_lt.html