Fforest Fawr
Un uheldir gant menezioù moal ha lanneier e gevred Kembre eo Fforest Fawr. An darn vrasaén anezhi a zo e Parc Cenedlaethol Bannau Brycheiniog etre Mynydd Du er c'huzh-heol ha Bannau Brycheiniog er reter.
Ma'z eo lanneier zo anezhi hiziv eo betkoadet gwechall , met n'eo ket se eo ster ar ger 'fforest' en anv. Un douar gouestlet d'ar chase e oa ar 'fforest' er Grennamzer, hag ar gwir da chaseal eno ne oa nemet d'an aotrou (evel e Fforest Maesyfed). Bernard de Neufmarche, aotrou norman Brycheiniog, a aozas ar Fforest e deroù an XIIvet kantved.
Mougevioù brudet Dan yr Ogof a zo e mervent ar Fforest Fawr, e-kichenik kêriadenn Craig-y-nos. Daou hent a dreuz ar Fforest Fawr, an A4067 etre Ystradgynlais ha Pontsenni, hag an A470 etre Merthyr Tudful ha Aberhonddu.
[kemmañ] Kernioù
Fan Fawr, gwelet diwar lein Fan Llia
- Fan Fawr (734 m)
- Fan Gyhirych (725 m)
- Fan Nedd (663 m)
- Fan Llia (631 m)
- Craig Cerrig-gleisiad (629 m)
- Fan Frynych (628 m)
- Fan Bwlch Chwyth (603 m)
- Moel Feity (591 m)
- Cefn Cul (562m)
- Carreg Goch (558 m)