Feunteun Kastalia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Feunteun Kastalia e Delfi.

Feunteun Kastalia (diwar anv an nimfenn Kastalia) a oa ur feunteun brudet er Menez Parnassos e-kichen Delfi, e Fokis, e Hellaz. En un draoniennig emañ, etre daou vri anvet ar Fedriadoù.

[kemmañ] Mojennoù

Diwallet e veze gant an euzhvil Piton a voe lazhet eno gant an doue Apollon, ha sakr e oa abalamour da se.

Hervez lod e save diwarni un aezhenn a roe gweledigezhioù da velegez Apollon, ar Pitia, e templ Delfi, ma c'halle gwelout ha diouganiñ an dazoned. Met mojennoù all a gomz eus doureier fresk ha glan. Dont a rae di da walc'hiñ o blev kenstriverien ar C'hoarioù Pitek ha dreist-holl ar re a deue da atersiñ orakl Delfi.

Feunteun ar Muzezed e oa, hag ar re a eve dour ar feunteun a zeue an awen dezho da varzhoniañ, hervez ar vrud. Di e teue barzhed roman da glask an awen sakr.

[kemmañ] Lec'hanvadurezh e SUA

[kemmañ] Pennadoù kar

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all