Ferenneg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ferennegoù Nikon ha Canon

ferenneg al luc'hskeudennerezioù zo ur reizhiad optek kengejus a ya meur a ferenn d'he ober, a ro skeudennoù gwirion war gorread kizidik al luc'hskeudennerez. Ur ferenneg a vez deskrivet gant an amkanell, e zigoradur keñverel, e gorn park (a dermen ar vent brasañ a c'hell bezañ implijet ganti).

Disteroc'h e vez atav ar c'hementad gouloù a zeu er-maez eus ar ferenneg evit an hini a zeu e-barzh. Perzh mat ur ferenneg a vez muzuliet diouzh ar fed ma chom ar feur gouloù a ya e-barzh an tostañ a c'haller da 100 %, e cheñch al livioù an nebeutañ a c'haller, hag e vez doujet ouzh mentoniezh an traoù a vez poltredet.

Ur bern ferennegoù disheñvel zo, eus ar benvegoù hep ferenneg, a vez kemeret e lec'h gant un toull bihan-kenañ (stenope) betek ar ferenneg mat-kenañ, ennañ un ugent ferenn disheñvel, e meur a strollad hag a zilec'h hag a vez alies ur c'heflusker mise au point emgefreek ennañ (merour autofocus ar benveg).

Liammoù diavaez[kemmañ]