Ferdinando IV Toskana

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ferdinando IV Toskana
Ferdinando IV

Ferdinando IV Toskana, ganet e Firenze e 1835 ha marvet e 1908 e Salzburg, a oa un arc'hdug aostrian, eus an Tiegezh Habsbourg (skourr Habsbourg-Loren-Toskana), ha diwezhañ dug-meur Toskana (1859-1860) pa voe staget ar vro ouzh rouantelezh Italia .

E vuhez[kemmañ]

Mab e oa da Leopoldo II Toskana, ha d'e bried Maria Antonia Naplez-Sikilia (1814–1898).

Mervel a reas e bried kentañ Anna Maria von Sachsen da 23 bloaz, e 1859. Ur pennadig goude e tilezas e dad e gurunenn d'he reiñ dezhañ. Ne chomas ket an intañv yaouank da zug-meur pell amzer avat. Brezel a oa etre Roue Sardigna, Vittorio Emmanuele II, hag impalaer Aostria, Franz Joseph Iañ: p'edo an impalaer e penn an Tiegezh Habsbourg-Loren ne c'halle ket Ferdinando chom hep e harpañ.


E 1860 eta e voe trec'h Vittorio Emmanuele II hag e rankas Ferdinando kuitaat e zugelezh a voe staget neuze ouzh rouantelezh nevez Italia. Mont a reas d'an harlu da Vienna tra ma voe kemeret Firenze, kêr-benn an dugelezh, da lakaat kêr-benn Italia enni.


Dimezioù ha bugale[kemmañ]

Div wech e timezas:

Fin e vuhez[kemmañ]

Bevañ a reas en harlu e Salzburg hag e Lindau am Bodensee.