Ferdinando II de' Medici

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Fernando II de' Medici

Fernando II de Medici, (Firenze 1610 - 1670) a voe dug-meur Toskana entre 1621 ha 1670.

Mab e oa da Cosimo II de' Medici ha da Maria Magdalena Aostria, merc'h da Garl II Aostria, arc'hdug, ha da Varia Anna Bavaria.

E vuhez[kemmañ]

E dad a varvas pa oa 11 vloaz, hag e vamm a voe rejantez Toskana ha war e chouk, evel e vamm-gozh, Christine de Lorraine, e-pad 7 vloaz da c'hortoz ken na voe en oad da ren, en 1628. Paour-du e oa Toskana en amzer-se , ha klask a reas an dug-meur yaouank brokus ha desket, goude ma ne veze ket fin atav, pinvidikaat e vro gant skoazell e vreudeur, ha skañvaat gwask an Iliz katolik: Giovan Carlo de' Medici ( 1611 - 1663), kardinal, Mattias de' Medici ( 1613- 1667), gouarnour kêr Siena, Leopoldo de' Medici (1617 - 1675), kardinal, a zastumas a vernioù taolennoù hag a zo teñzor Firenze hag a weler hiziv en Ufizzi har er Palez Pitti, ar speredekañ eus an tiegezh, gwarezer meur an arzoù . .

Dimeziñ[kemmañ]

Dimeziñ a reas Ferdinando II da Vittoria della Rovere. Ur gwall zimeziñ e voe rak disheñvel e oa o zemz-spered ha ne oant ket troet gant ar memes traoù. Ferdinando a oa un den laouen anezhañ, troet gant ar skiantoù, ha tommoc'h ouzh ar baotred eget ouzh ar merc'hed; Vittoria a oa douget d'ar relijion. Bec'h a voe etreze goude ganet ar mab pennhêr Cosimo e 1642: an tad a felle dezhañ reiñ un deskadurezh skiantel d'e vab, hag ar vamm e fiziout en dud a Iliz, ma rankas an tad plegañ.


Bugale[kemmañ]

Daou vab o doe Ferdinando ha Vittoria della Rovere:

Triwec'h vloaz zo etre an daou vab. Dispartiet e oa an dug-meur hag e wreg, abaoe an deiz ma kouezhas Vittoria war he fried pa oa a-zevri o c'hoari-daou gant ur floc'h.