Felix González-Torres

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Felix González-Torres (26 a viz Du 1957 - 9 a viz Genver 1996) a oa un arzour a orin eus Kuba. E vugaleaj a gasas e Puerto Rico a-raok mont da New York. Levezonet eo bet gant ar Minimal Art. Holl e ziskouezadegoù a aozas en Andreas Rosen Gallery (New York) adalek 1990 ha betek e varv, abalamour d’ar sida, e 1996.

E oberennoù[kemmañ]

En e oberennoù e veskas eñvorennoù personel, prederiadennoù diwar-benn istor an arzoù ha re all diwar-benn ar politikerezh. Alies-kaer ec’h implijas e oberennoù evit diskouez ar pezh a veve evel arzour heñvelreizh a Guba, hep ma vefe skoueriet boutin e labour. Dre e oberenn hag e vicher en deus diskouezet gwirvoud e vuhez e diabarzh ar gevredigezh. Félix González-Torres a implijas traoù ar vuhez pemdez, evel madigoù da skouer, a-benn sachañ evezh gweladennerien e ziskouezadegoù. E 1991 e tiskouezas un oberenn savet gant 315 kilo regalis, stumm ur vannadell dezho, a-benn diskouez ne save ket a-du gant ar muiañ niver er Stadoù-Unanet e-keñver Brezel ar Pleg-mor. E servij ar weladennerien emañ e oberennoù.

Levrlennadur[kemmañ]

  • Ad Reinhardt, Joseph Kosuth, F. Gonzalez-Torres, Symptoms of Interference, Conditions of Possibility, Academy editions, 1994.
  • Susan Cahan, Jan Avgikos, Tim Rollins, Felix Gonzalez-Torres, ART Press, 1994.
  • Nancy Spector, Pour Félix, Paris Musée, 1996.
  • Anthony Calnek, Félix González-Torres, katalog an diskouezadeg, Musée d'art moderne de la ville de Paris, 1996.
  • Julie Ault (dir.), Félix González-Torres, Steidl Publishing, 2006.

Liammoù diavaez[kemmañ]