Felix Baumgartner

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Felix Baumgartner

Ganet eo Felix Baumgartner d'an 20 a viz Ebrel 1969 e Salzburg. Ul lammer hag un harzlammer eus Aostria a zo anezhañ. Anavezet eo da vezañ gouest d'ober lammoù arvarus. Bet eo harzlammer en arme Aostria bet pleustret gantañ lammat war dachennoù bihan-tre.

D'ar 14 a viz Here 2012 ez eus bet skrivet un tamm eus istor ar skiantoù gant embregerezh « Red Bull » ha Felix Baumgartner. Anv ar gefridi a oa « Red Bull Stratos ». E bourzh ur baner gwaskreizhet staget ouzh ur bolotenn stratosferek eo pignet Felix Baumgartner tamm-ha-tamm betek an uhelder a 38 969,4 metr[1]. Div eur en doa bet ezhomm evit tapout an uhelder-se. Gwisket en doa ur gwiskamant spas peurijinekaet akipet gant 35 kamera. Ar greizenn gontrolliñ a oa e Roswell e Mec'hiko-Nevez e mervent Stadoù-Unanet Amerika.

Pa oa erru tost da 39 000 metrad uhelder en deus digoret Felix Baumgartner dor e spaslestr hag ez eo tostaet ouzh kantenn e baner. Kemeret en deus an amzer da saludiñ ur c’hamera a-raok lammat er goullonder.

Goude 40 segondenn en deus tremenet tizh ar son (1.24 wech), hag an tizh brasañ a zo bet 1 357,6[2]. 5 munutenn diwezhatoc’h en deus digoret e harz-lamm e 1 500 metrad uhelder, goude ur gouezhadenn 3 6402,6 km[3], ha tamm-ha-tamm en deus gwelet an douar o tostaat.

Setu Felix Baumgartner, ur paotr eus Aostria, 43 bloaz, eo an den kentañ da vezañ tremenet tizh ar son hep ur mekanik bennak a-drugarez d’ul lamm libr hepken. 5 bloaz e vo bet o prientiñ al lamm-se. Ar rekord kozh dre harz-lamm a oa bet tapet gant Joe Kittinger e 1960 p’en doa lammet eus 31 333 metr.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ]

  1. Gwiriekaet gant ar C'hevredad Aerlestrerezh Etrebroadel e miz C'hwevrer 2013.
  2. Idem.
  3. Idem.