Felice della Rovere

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Felice della Rovere (en traoñ, en dorn kleiz, a-gostez, e du) a vije bet poltredet gant Raffaello en e daolenn An Oferenn e Bolsena, hervez Caroline Murphy[1]

Felice della Rovere, anavezet ivez evel Madonna Felice (1483 - Roma, 27 a viz Gwengolo 1536), a oa merc'h bastard da Giuliano della Rovere, anavezet ivez evel ar pab Jul II (1503-1513) ha d'e bried-kleiz Lucrezia Normanni. Unan eus ar galloudusañ ha pinvidikañ Italianezed en Azginivelezh e oa.

Dimezet e oa he mamm da Bernardino de Cupis, ur mevel-bras en tiegezh della Rovere. krediñ a reer e voe dimezet da 14 vloaz, hag e vanas intañvez. Implij a reas galloud he zad evit kadarnaat he galloud-hi e Roma, ober un dimeziñ a bouez gant Gian Giordano Orsini, ha kemer perzh er politikerezh e lez ar pab. Ganti e voe kaset en-dro an divizoù evit ober ar peoc'h etre Bro-C'hall hag he zad Jul II. Goude e varv he doe levezon c'hoazh e gouarnamant an Iliz dindan ar bibien Medici, Leon X ha Klemez VII.

Ul lezvreur he doa, Giovanni Domenico de Cupis, mab Lucrezia Normanni ha Bernardino Cupis, a voe graet kardinal gant ar pab Leon X.


Lennadurezh[kemmañ]

  • Murphy, Caroline P. 2005. The Pope's Daughter: The Extraordinary Life of Felice Della Rovere. Oxford University Press. ISBN 0-19-518268-5.
  • Williams, George L. 2004. Papal Genealogy: The Families and Descendants of the Popes. McFarland. ISBN 0-7864-2071-5.

Notennoù[kemmañ]

  1. Contemporary Review. July 2005. "The Pope's Daughter".


Pennad kar[kemmañ]