Felibrige

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Broom icon.svg
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ.

Ar Felibrige pe Felibritge zo ur skol lennegel savet e Provañs gant Frederic Mistral, Teodòr Aubanèu (Teoudor Aubanèu) , Josèp Romanilha (Jousep Roumanilho) ha pevar ag o mignoned, evit skignañ adsav lennegel an okitaneg. Ar felibrige en deus ur h/capoulier evel prezidant, ha nav-ha-daou-ugent majouraùs, a zibab anehoñ, evel parlamant. Àr-dro 1850, ar werzourion okitanat a sant an afer en em dastum, hag en em gempenn, get ar soñj reiñ un alan nevez d’ar lennegezh hag ar yezh oc. Int a za ar-lerc'h an diaraogerion : an abad Millot (Histoire littéraire des troubadours, 1794), Fabre d’Olivet ha Raynouard (Choix de poésies originales des troubadours, 1816-1821). I a fall dezhe derc'hel un hengoun barzhek, a za ag ar «chansos» ag an troubadours, hag evezhiañ purted ar yezh. E gwir, ur skol arall a oa dija pa oa yaouank Frederic Mistral c'hoazh, « li troubaires », e Marselha, met he izili a oa stummet hepken get ar ger. Ar Felibrige, ganet e Provañs a laboura evit rac'h ar Vro Oc.

Neuze, d'ar 21 a viz Mae er blé 1854, e-barzh kastell Font-Segunho, en em vod seih ezel ar skol brovañsalat : Jousep Roumanilho, Frederic Mistral, Teoudor Aubanèl, Ansèume Matiéu, Jouan Brunet, Adòufe Tavan e Pau Giera. Mistral a ginnig dezhe an anv «felibres», deit ag ur ganaouenn gozh relijiel (e-menn ar Verhez Maria a zispleg hi en-des kavet e mab e-barh an tampl «é-mesk ar seih felibres ar lézenn»). Ar hetañ izili ag ar felibrige a zo enta «doctored ar lézenn». An hani kohhan zo Roumanilha, obérour a li Pascareleto, (bleu-Pask) e 1847 hag a li Pantaiaire, (an hunvreourion) e 1851. Eañ en-des skrivet eùé en obéreu kumun èl li Prouvençalo, ( ar Brovañsalezed / yeotenneu ar Verhez) 1852.

An anv-mañ « felibres » a za ag ur fari poblek. Ar ganaouenn a oa anavezeet a kanour da selaouer hag an dud o deus komprenet enta : « li sèt felibres de la lèi » (ar seizh felibr ag al lezenn), pa oa ret kompren « li sefers, libres de la lèi » (ar seferieu, leorieu ar lézenn). E wirionné, ar gir « sefer » n’eo ket kalz anaùet. Ur gir hebraek eo, ur sefer a zo ur roled, èl e oent a-raok ar leorieu, èl e talh ar brofeted àr an ikoneu. Ar gir-mañ, « felibres », ganet ag ur fari, ar gir-mañ, heb boud ha kevrinus, en-des plijet enta da Mistral.

An emsav a gemer e lañs, hag int a rek gober ur framm d’ar bagad. E 1876 ar Felibrige a lakaa pemp « mantenencios » (Lengadok-Arvern-Limouzin ; Gwaskogn-Bearn ; Gwiena-Perigord ; Velai; Rousilhoun ; Provañs) ; peb unan a zo melestret get un « sendic ». Hiriù an dei ema ar mantenéncios seih. E-pad gouelieu a Santa-Estèla e vé dibabet ar « h/capoulier », ha majouraùs neùé a vé emzilet pa ‘z eus lehieu. E 1884, Roumanilha a za « capoulier » goudé Frederic Mistral. An hani a zo bet fur pa ne fellas ket dehoñ chom « majourau » rah e vuhé. An emzaù n’a vehe moarvat ket padet e varù.

Mistral, a skriv oll e oberoù e yeh Oc, a skeudenna mad obér ha pal ar Felibrige; e vrud broadel hag etre-broadel zo daeit get Mireio e 1859. Met eañ a skrivas eùé ar vurhudus Calendau ha Lo Poema dau Ròse, (Barhonieh ar Rhône). Ispisialourion lennegeh a laka an deveañ ar-lein e obéreu arall.

Ar felibred a zo tud é labourat evit ar yezh. Peb unan n’eo ket barzh, met pep unan a laboura aveiti. Ar simpl « felibres mantenèires » (felibres dalhourion) a skriv kontadennoù ha fentigelloù, a ra hoariva, a gan e yeh oc. Ar « mèstres d’òbra » (mistri-labour) a skriv pennadeu diàr an Istor, an Douaronieh pe ar Lennegeh oc. Int a ra kazetenneu, arvesteu ha darvoudeu a peb sort. Ar « mèstres en Gai Saber » (mistri e Gouzout Laouen. « Gouzout Laouen » e oa anv ard skrivein e Grennamzer) a zo ar skrivagnerion wir.

Peurvuiañ an hanter-hant « majouraus » (49 hag ar h/capoulier) a oé e-raok « mèstres en Gai Saber », ha pe n’eo ket rekiz. Hiriù an dei, capoulier eo an Aotrou Pèire Fabre.

Provañs a zo ar rannvro e-menn ar felibred a zo niverusañ. An eil rannvro zo Arvern. Ar felibrige a zo ar gevredigezh unan a zo e pep rannvro ar Vro Oc.

Levrlennadur [kemmañ]

  • Duc de La Salle de Rochemaure, Régionalisme et félibrige, 1911, Orlhac, bilingue. Présente les positions félibriges lors du Congrès régionaliste de Bourges (09/1911) et de Brives (1911). Édition bilingue.