Fedora (tog)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar Fedora-mañ eo tog Indiana Jones.
Tog fedora
Ar mafioso Meyer Lansky gant ur fedora.

Ar fedora zo anv un tog feltr graet gant ar gompagnunezh Borsalino en Italia, hag a zo bet brudet dre ar sinema. E broioù zo e vez anvet borsalino, e Breizh-Veur trilby.

Fedora ha borsalino[kemmañ]

Ne vez ket graet ar c'hemm atav etre fedora ha borsalino: gant ar gompagnunezh Borsalino e vezont graet o-daou, hag en feltr. Graet e veze feltr ar fedora gant gloan, e-skoaz hini ar borsalino a veze graet gant krec'hin lapined.
Hiziv e vezont graet gant meur a zanvez disheñvel, ha kemm zo etreze muioc'h dre o stumm : tric'hornek evit kurunenn ar fedora.

Istor[kemmañ]

Ganet e oa an anv fedora e 1891 abalamour d'ur pezh gallek skrivet gant Victorien Sardou evit Sarah Bernhardt. C'hoariet e voe e SUA e 1889. Sarah a oa ur briñsez Fedora hag a wiske un tog heñvel ouzh ur borsalino. Dont a reas da vout ur c'hiz evit ar merc'hed da gentañ, a-raok bezañ adkemeret gant ar baotred.


Er sinema[kemmañ]