Faneva Andriatsima

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Faneva Ima Andriatsima a zo ur melldroader ganet en Antananarivo e Madagaskar d'an 9 a viz Even 1984. Tager eo ar peurviañ. Ar c’hoarier-se a oa bet remerket gant tutaerien an FK Naoned war enezenn Madagaskar pa c’hoarie evit ar skipailh USCA Foot. Dre m’en doa ul live c’hoari mat, e guitas bro e c’hanedigezh a-benn c’hoari e Breizh, e klub mell-droad Naoned. C’hoariet en deus evit ar wech kentañ a-enep Sedan, evit Kib ar C’hevre. Plantet en deus e bal kentañ gant ar skipailh a-vicher e eizhvet tro Kib Bro-C’hall 2007/2008, a-enep an USM Saran (DH), d’ar 27vet minutenn.

Kluboù[kemmañ]