Falster

Eus Wikipedia
Pelec'h emañ Falster e Danmark

Falster zo unan eus inizi Danmark er Mor Baltel. Emañ etre inizi Sjælland ha Lolland hag en em astenn a ra war ur gorread a 514 km². Annezet eo gant 43 398 a dud (2010), ha 40% anezho zo o chom er gêr vrasañ, Nykøbing Falster.

Un tamm eus rannvro Sjælland eo. Stag eo ouzh enez Lolland gant daou bont hag un tunel, hag ouzh enez Sjælland gant daou bont. En enez Falster emañ al lec'h suañ e Danmark, hag e Skandinavia war un dro, ur beg-douar anvet Gedser Odde.