Falc'hun-logotaer
Eus Wikipedia
|
|||||
|---|---|---|---|---|---|
Ur falc'hun
|
|||||
| Rummatadur klasel | |||||
| Riezad : | Loened | ||||
| Skourrad : | Chordata | ||||
| Kevrennad : | Aves | ||||
| Kerentiad : | Falconidae | ||||
| Genad : | Falco | ||||
| Anv skiantel | |||||
| Falco tinnunculus Linnaeus, 1758 |
|||||
|
|||||
Ar falc'hun logotaer a zo un evn-preizh. Falco tinnunculus eo e anv skiantel.
Taolenn |
Doareoù pennañ [kemmañ]
Ul labous preizh boutin a-walc'h en Europa, Azia hag Afrika eo ar falc'hun logotaer. Muzuliañ a ra etre 34 ha 38 cm gant un hed-eskell a 70-80 cm. Ar par a bouez war-dro 155 g, hag ar barez war-dro 190 g. Laboused-deiz int, ha kavout a reont gwelloc'h pradennoù ha maezioù digor evit logota.
Boued [kemmañ]
Debrin a reont : Amprevaned, krignerien, laboused (a-wechoù), raned ha glazarded.
Annez [kemmañ]
Ne savont neizh ebet : neizhiañ a reont e-barzh neizhioù kozh brini pe laboused all.
Rummatadur [kemmañ]
Diouzh an evnoniourien e vez renket ar falc'hun logotaer en urzhiad Falconiformes pe Ciconiiformes.
Sell ivez [kemmañ]
Skeudennoù [kemmañ]