Falc'h

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Falc'h tchek
Ur falc'her

Ur falc'h zo ur benveg da falc'hat, da lavarout eo da droc'hañ geot, anezhi ul laonenn hir dambleget staget ouzh un troad hir. Gwechall e veze troc'het ed ha foenn gant ar falc'h e Breizh. Ur seurt falc'h vihan eo ar falz.

Falc'her ha Paotr e falc'h[kemmañ]

Ur falc'her eo an den a implij ar falc'h. Paotr e falc'h a vez graet eus an Ankou a-wechoù.

Brezel[kemmañ]

Implijet e veze filc'hier er brezelioù gant ar gouerien: ne oa nemet eeunaat al laonenn. Seurt filc'hier a veze gant ar Chouanted.

Kan[kemmañ]

Meur a gan vrezhonek zo d'ar falc'herien.


Pennadoù kar[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]

Wiktionary-logo-br.png
Sellit ouzh ar ger falc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.