Faidra
Faidra pe Faedra (Φαίδρα / Phaídra e gregach) a oa merc'h da Vinos, roue Kreta, ha da Basifae, ha c'hoar da Ariadne, Deukalion, ha Glaokos.
Dimeziñ a reas da Deseüs, roue Aten, en devoa dilezet he c'hoar Ariadne.
Neuze ec'h orgedas ouzh he lezvab Hippolite, a oa mab da Deseüs ha da Antiope, rouanez an Amazonezed. Ur gabestrenn he doe digantañ, ma klaskas ober un dro lous dezhañ. Tamall a reas anezhañ da vezañ klasket he gwallañ.
Ha Teseüs, savet konnar ennañ, a c'houlennas digant Poseidon, a dlee tri gouestl dezhañ, teurel e vallozh war e vab. Neuze, p'edo ar paotr yaouank gant e garr hag e gezeg, e tirollas an anevaled, hag e voe flastret ar paotr gant e garr. En em lazhañ a reas Faedra gant ar glac'har hag ar morc'hed.
Lennegezh[kemmañ]
Kontet eo bet an istor gant Euripides, en un doare un tamm disheñvel en e bezh Hippolite a zoug ar gurunenn.
Awenet eo bet ivez Seneca hag ar Gall Jean Racine gant ar vojenn, ha betek an XXvet kantved eveze desket dre an eñvor gwerzennoù gallek Phèdre e skolajoù Breizh.
Lennadurezh[kemmañ]
- Apollodoros, Biblioteka (III, 1, 2), Patrom:ApoÉpi (I, 17-18).
- Patrom:DioBib (IV, 28 et suiv. ; IV, 62, 3).
- Patrom:EurHip.
- Patrom:HomOdy (XI, 321).
- Patrom:HygFab (XLIII ; CCXLIII).
- Patrom:NonDio (XLVIII, 536).
- Patrom:PauDes (I, 22, 1).
- Patrom:VirÉné (VI, 445).