Fabrice Hyber

Eus Wikipedia
E 2005

Fabrice Hyber (anv gwir : Fabrice Hybert, bet ganet e Luçon e 1961) a zo un arzour-neuziañ brudet er bed a-bezh. E skol arzoù-kaer Naoned en deus studiet. Liesseurt eo e oberenn hag an danvezioù implijet gantañ. Evit a sell ouzh e zoare da labourat e c'haller menegiñ ar berniañ, ar strujañ hag an hironiñ. War meur a dachenn e aoz e oberennoù : tresañ, livañ, kizellañ, staliadurioù, video, hag ivez bed ar c'henwerzh ha hini an embregerezhioù. Teknikoù ha danvezioù ne vezont ket implijet e bed an arzoù a vez implijet gantañ ivez.

E 1994 en deus krouet UR (Unlimited Responsibility), un aozadur e bal aozañ liammoù etre bed an arzoù ha hini an embregerezhioù.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 10 a viz Mae 2007 ez eus bet aozet ul lid-digor evit e oberenn Le Cri, L'Ecrit e liorzh al Luxembourg e Pariz. An oberenn a zo anezhi tri mell ur chadenn, an hini kentañ plantet en douar oc'h aroueziñ gwrizioù mab-den, hag an trede hini o tigeriñ war-du an oabl.

Rann eus ar feunteun anvet 69 Man

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.