Exe
- Ur stêr Exe all a oa e Bro-Saoz, anvet bremañ Stêr Beaulieu.
Ar stêr Exe eo ar stêr a dremen dre gêr Exeter, e Devon, e Bro-Saoz, a-raok aberiñ e Mor Breizh dirak porzh Exmouth.
Taolenn |
An anv [kemmañ]
Un anv keltiek eo an anv Exe, eus Isca hag a dalv kement ha dour (isce e gouezeleg). Adkavout a reer an anv a-hed ar stêr: Exford, Up Exe, Nether Exe, Exwick, Exton, Exminster, hag Exebridge. En aber emañ Exmouth el lez reter, ha Dawlish Warren el lez kornok.
An anv-se eo a gaver e Kembre, en anv ar stêr anvet Usk e saozneg ha Wysg e kembraeg. Krediñ a c'haller e talveze kement a pesk, pe lec'h-pesked, dre matenn d'ar gerioù latin "pisces" ha gregach "ichthus", kenkoulz ha d'ar ger saoznek "fish".
Ar stêr [kemmañ]
Eieniñ a ra en Exe Head, e-kichenik kêriadenn Simonsbath, en Exmoor e Somerset, 8.4 km eus aod Mor Havren a zo en hanternoz. Ac'hano neuze e red trema Devon, er c'hreisteiz, hag ar mor. En Exebridge e kembera stêr Barle.
Gwechall ne veze ket treuzet kreisteisoc'h eget Exeter, hiziv ez eus ur pont bras evit an hent-red M5, 3 km er c'hreisteiz da Exeter.
Trenioù [kemmañ]
Un tren zo etre Exeter hag Exmouth, a-hed ar stêr.