Evelyn De Morgan

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Evelyn de Morgan

Evelyn De Morgan (bet ganet Evelyn Pickering, 30 a viz Eost 18552 a viz Mae 1919 e Londrez) a oa ul livourez rakrafaelour saoz.

Evelyn de Morgan a voe ganet en ur familh eus ar renkad etre uhel : he zad, Percival Pickering e anv, a oa grefier e Pontefract (West Yorkshire), hag he mamm, Anna Maria Wilhelmina Spencer Stanhope, a oa c'hoar d'an arzour John Roddam Spencer Stanhope hag a oa eus familh Thomas Coke, kont Leicester.

Evelyn a heulias kentelioù tresañ adalek an oad a 15 vloaz. Dont a reas da gendrec'hiñ he zud da enskrivañ anezhi en ur skol-arzoù, hag adalek 1873 edo o studiañ er Slade School of Art.

Levezonet e voe kalz gant hec'h eontr, John Roddam Spencer Stanhope e anv, hag e zaremprediñ a reas kalz p'edo-eñ o chom e Firenze. Dre forzh mont da Italia e voe dennet gant labour livourien an Azginivelezh evel Botticelli.

Evelyn ha William de Morgan

Dimeziñ a reas gant ar priour William De Morgan e 1887. E Londrez e vevjont betek marv William e 1917. Daou vloaz goude e varvas-hi. Douaret e voe e Brookwood Cemetery, e-kichen Woking, er Surrey.

Oberennoù[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Liammoù diavaez[kemmañ]