Eve Ensler

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Eve Ensler
Obererezh pezhioù-c'hoari, filmoù
Ganedigezh 25 a viz Mae 1953
e New York
Yezh skrivañ saozneg
Oberennoù pennañ

Eve Ensler (25 a viz Mae 1953 e New York) a zo ur c'hoarivaourez, aktorez, gwregelourez ha stourmerez stadunanat. The Vagina Monologues (Unangomzoù ar forzh) eo hec'h oberenn vrudetañ. Gant Bernard Goldberg eo bet lakaet Eve Ensler er #96vet renk en e roll 100 People Who Are Screwing Up America.

Taolenn

[kemmañ] He buhez

Ensler a voe ganet e New York en ur familh yuzev.[1] She reports having been physically and sexually abused by her father when she was a child.[1][2] E 1975 e tapas un diplom e Middlebury College. E 1978 e timezas gant Richard McDermott ha dek vloaz goude e tispartijont. Advabañ a reas an aktor Dylan McDermott, pa oa-eñ 15 vloaz ha pa oa-hi 23 bloaz.[3]

[kemmañ] The Vagina Monologues

E 1996 e skrivasThe Vagina Monologues. Troet eo bet ar pezh-c'hoari e 45 yezh ha c'hoariet e 130 bro. E-touez an aktorezed o deus c'hoariet ar pezh emañ Jane Fonda, Whoopi Goldberg, Idina Menzel, Glenn Close, Susan Sarandon, Marin Mazzie, Cyndi Lauper hag Oprah Winfrey. E 1996 e resevas Ensler Obie Award ar pezh-c'hoari nevez gwellañ hag ur Guggenheim Fellowship (rummad: c'hoariva) e 1999. Resevet he deus ivez priz Berrilla-Kerr ar sevel pezhioù-c'hoari, ha priz c'hoariva juri U.S. Comedy Arts Festival. Er pezh-c'hoari ez eus ul lodenn titlet "The Little Coochie Snorcher that Could". Divizoù a zo savet diwar-benn al lodenn-se ma kaver enni ur plac'h 13 gwallet gant ur vaouez 23 bloaz.[4] Kemmet eo bet, hag ar plac'h a zo bremañ 16 vloaz, hag a linenn ma skriv Ensler "good rape" (gwallerezh mat) a zo bet tennet.

[kemmañ] Er bloavezhioù 2000

Ensler he deus kemeret perzh e meur a film hag e meur a abadenn skinwel evel n Real Time with Bill Maher (26 a viz Eost]] 2005) ha Russell Simmons Presents Def Poetry (12 a viz Eost 2005). Etre miz Here 2005 ha miz Ebrel 2006 ez eas da 20 kêr er Stadoù-Unanet da ginnig he fezh-c'hoari The Good Body.

[kemmañ] Stourmerez

Brudet eo Eve Ensler evel stourmerez enepfeulster. E 1998 e voe krouet V-Day ganti, ul luskad e bal stourm ouzh ar feulster a-enep ar merc'hed. E miz C'hwevrer 2004 e c'houlennas , Ensler ha Sally Field, Jane Fonda ha Christine Lahti gant gouarnamant Mec'hiko ma vefe adc'hraet an enklask diwar-benn merc'hed lazhet e Ciudad Juárez, ur gêr e-kichen harzoù Texas. Abaoe 1998 e ra war-dro ur strollad sevel skridoù e Bedford Hills Correctional Facility for Women, evel ma kont en he levr What I Want My Words To Do To You.

[kemmañ] Hec'h oberenn (un dibab)

Pezhioù-c'hoari

  • Conviction
  • Lemonade
  • The Depot
  • Floating Rhoda and the Glue Man
  • Extraordinary Measures
  • The Vagina Monologues
  • The Good Body
  • Necessary Targets
  • The Treatment

Levrioù

  • Insecure at Last: Losing It in Our Security Obsessed World
  • The Good Body
  • Necessary Targets
  • I Am An Emotional Creature
  • Vagina Warriors
  • A Memory, A Monologue, A Rant and A Prayer

Filmoù

  • Until the Violence Stops (2004)
  • What I Want My Words to Do to You: Voices From Inside a Women's Maximum Security Prison (2003)
  • The Vagina Monologues (2002)
  • Fear No More: Stop Violence Against Women (2002)

[kemmañ] Notennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all