Euryalus ha Nisus

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Nisus hag Euryalus, delwenn e marbr gant Jean-Baptiste Roman, 1822-1827, Mirdi al Louvre (LL 450)

Euryalus ha Nisus a oa daou gompagnun da Aeneas, e barzhoneg Vergilius. Peurvuiañ e weler en o darempred hini daou vignon ha daou serc'heg, Euryalus an hini yaouank, an eromenos, ha Nisus, an den gour, an erastes. Koulskoude n'eo ket ken splann-se e skrid Vergilius.

Ar vojenn[kemmañ]

Daou gompagnun da Aeneas e oa Euryalus ha Nisus e-pad brezel Troia, ha pa voe kemeret kêr gant tud Hellaz ez ejont o-daou da heul Aeneas da veajiñ war vor.

Goude meur a vloavezh o redek ar Mor Kreizdouarel, setu ma tegouezhas o lestr e Latium. Eno e voe brezl abalamour d'ar roue Turnus ha d'e Rutuled ha ne felle ket dezho gwelout estrenien o tont da chom en o bro.

Dont a reas Turnus war-dro an abardaez-noz gant e arme dirak kamp gwazed Troia. Nec'het ar wazed abalamour ma oa aet Aeneas da redek bro da glask skoazell. Deuet noz du, setu Euryalus ha Nisus o vont da glask mont e-maez o c'hamp da gerc'hat o mignon Aeneas. Mont e-maez o c'hamp a rejont didrouz, met treuziñ kamp ar Rutuled a oa d'ober ivez. Kousket e oa an enebourien aese voe lazhaén un toullad anezho. Hag int kuit gant ur vriad armoù laeret. Met urpennad goudee voesachet evezh marc'hegerien rak lintrañ a rae al loar war tokarn Euryalus. Skampañ kuit a reas Nisus , met Euryalus ne c'hallas ket abalamour d'an armoù laeret a zouge. Gronnet e voe gant an enebourien. Nisus, a welas n'edo ket e vignon war e lerc'h a deuas en-dro war e giz. Gant e goafoù e lazhas daou Latin. Volcens, an hini a oa e penn ar varc'hegerien, a grede e oant bet lazhet gant Euryalus hag a c'hourdrouzas lazhañ ar gwaz. Neuze e tostaas Nisus e oa eñ an hini a oa kiriek d'an daou varc'heger lazhet. Volcens a lazhas Euryalus gant e gleze, ha Nisus a lazhas Volcens, a-raok bezañ lazhet ivez.


Gwelout[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Lennadurezh[kemmañ]


Pennadoù kar[kemmañ]