Euryalus
Eus Wikipedia
Euryalus (pe Εὐρύαλος e gregach) azo anv meur a zen e mojennoù Hellaz.
- Euryalus, serc'heg Nisus, en Aeneis ar barzh latin Vergilius[1] , gwelout Euryalus ha Nisus. Mervel a rejont en un argad ouzh ar Rutuled.
- Euryalus a oa mab da Mekisteüs hervez mojennoù Hellaz kozh. Perzh a gemeras e beaj an Argonaoted. Argadiñ a reas kêr Tebai, evel unan eus an Epigoni, hag a gemeras kêr da gaout dial eus marv o zud o doa klasket aloubiñ Tebai gwechall. Hervez Ilias Homeros e kemeras perzh e brezel Troia, hag e oa mignon gant Diomedes. Unan eus gwazed Hellaz o vont e marc'h Troia e oa. Koll e voe er genstrivadeg dornata a voe da geñver obidoù Patrokles, hag Epeius an hini a voe trec'h.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Virgil. Aeneis, V.294.
- ↑ Parthenius of Nicaea, Love Stories, 3.