Europa, merc'h Agenor

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Murlivadur e Pompei, (I-añ kantved).
Meurastumm.pngDiwar-benn ur briñsez anvet Europa eo ar pennad-mañ. Re all zo bet anvet evelti, sellit ouzh Europa (disheñvelout).

Europa (Εὐρώπη / Eurốpê e gregach) a oa ur briñsez a Fenikia, merc'h da Agenor, roue Tyr, ha de bried Telefassa, ha c'hoar da g-Kadmos, hervez mojennoù Hellaz kozh.

Hi a voe an hini he dije roet hec'h anv da gevandir Europa hervez lod. Hervez lod all e vije kentoc'h Europa, merc'h Okean.

Mojenn[kemmañ]

Skrapet e voe war an aod e Sidon gant Zeus, a oa tostaet dindan neuz un tarv gwenn evit chom hep he spontañ ha hep bezañ gwelet gant e wreg warizius (peadra a oa pa weler niver e vugale amañ hag ahont), an doueez Hera. Hag Europa da sevel war e gein. Hag eñ da vont er mor ganti, ha d'he c'has betek Kreta (pe en hanternoz d'ar Bosfor hervez mojennoù zo), rak gant a vuan ma'z ae Zeus ne oa ket Europa evit diskenn diwar e gein. War-lerc'h e voe ganet ganti:

Diwezhatoc'h e voe roet Europa gant Zeus da roue Kreta, Asterion.

Steredeg[kemmañ]

Steredeg an Tarv a ra dave, a-hervez, da skrapadeg Europa.

En arzoù[kemmañ]

Meur a arzour, evel Darius Milhaud, ha livourien dreist-holl evel Tizian, Veronese, Rembrandt, a zo bet awenet gant mojenn Europa.

Pezhioù[kemmañ]

Gwelout a reer Europa war bezhioù 2 euro e Gres, Italia ha Kiprenez.

Europa skrapet gant Zeus e stumm un tarv, war ur pezh 2 euro eus Gres.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.