Eurymedon (ramz)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Eurimedon ar Ramz)

Eurymedon a oa ur ramz, mab da Ouranos (an Oabl) ha Gaia (an Douar). Perzh a gemeras e brezel ar Ramzed, e mojennoù Hellaz kozh.

Tad e oa d'ur verc'h anvet Periboia.

Ren a rae war ur ouenn tud bras-spouronus hag a oa o chom er C'huzh-Heol pellañ, en enez Trinakia, met diouennet e voent dre ma oant dichek ouzh an doueed.

Hervez ur vojenn all, mard eo ar memes Eurymedon, en dije gwallet Hera pa oa-hi bugel e ti he zud, ma c'hanas Prometheüs diwar-lerc'h. Ha Zeus a zimezas dezhi, a welas ne oa ket gwerc'hez ken, a daolas Eurymedon en Tartaros hag a lakas chadennañ Prometheüs kaezh.