Eumaios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Eumaios ( Εύμαιος e gregach, Eumaeus e latin) a oa moc'haer Ulises, en Odisseia, ha mignon an haroz kent dezhañ mont da vrezeliñ da Droia.


Mab e oa d’ur roue, skrapet gant morlaeron a Fenikia. Deuet e oa da vezañ sklav ha diwaller-moc’h Laerte, roue Itaka. Pa eas Ulises d’ober brezel Troja e voe unan eus ar re a chomas feal d’ar mestr hag en degemeras gant levenez. Gras dezhañ e c’hallas Ulises, gwisket evel ur c’hlasker-bara, tostaat ouzh danvez-priedoù Penelope hag o lazhañ didruez.

Pa zistro Ulises da Itaka e tegouezh gant Eumaios, kentañ den a gav war e hent. Goude ma n'anav ket e vestr kozh gwisket gant pilhoù e ro dezhañ bod ha boued.

Degemer a ra mab Ulises, Telemac'hus, o paouez distreiñ eus Pilos ha Sparta ivez, hag evel ar moc'haer n'hall ket ar mab anavezout e dad. E-keit ma oa Ulises er brezel eo bet Eumaeus evel un tad d'ar paotr yaouank.

Bout ma oa moc'haer ne oa ket Eumaeus dibeadra, ha gallout a rae kaout ur sklav.

Kemeret e oa bet e voc'h gwellañ gant ar wazed a rae al lez da b-Penelope, ma ne chome gantañ nemet perc'hell bihan da zebriñ. War-lerc'h, p'en doa anavezet e vestr a wechall, e sikouras anezhañ da lazhañ an danvez-priedoù.

N'eus nemet Eumaios a vez meneg anezhañ gant an dezreveller en eil gour: δι Ευμαιη, "te, Eumaios." Graet e vez moc'haer nobl ha priñs ar voc'haerion anezhañ; hervez lenneion zo eo abalamour ma eo tomm kalon Homeros ouzh an den.

Lennegezh[kemmañ]

En Ivanhoe, romant Walter Scott, ez eo meneget ar moc'haer Gurth evel an eil Eumaios p'emañ o tivizout gant ar furlukin diwar-benn skraperezh kig ar chatal gant ar varoned norman.

Pennad kar a bell[kemmañ]