Eugène Chalm

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Eujen Chalm)

Eugène Chalm — pe Eujen Chalm (hervez an doare skrivañ brezhonek) - zo ur skolaer ha skrivagner brezhonek bet ganet e 1919 e Prevel, e Bro ar C’hab, hag aet da anaon e 2002 e Roazhon. Skolaer eo bet er Mayenne hag eno ivez eo bet kelenner brezhoneg. Difazier e Skol Ober eo bet ivez e-pad pell amzer ha savet gantañ ur yezhadur evit aesaat an deskiñ d'an deskarded. Roet eo bet ar Priz Roparz Hemon dezhañ e 1998 evit e labour evit ar brezhoneg.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]