Eugène Pottier

Eus Wikipedia
Eugène Pottier
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denEugène Pottier Kemmañ
Anv ganedigezhEugène Edine Pottier Kemmañ
Anv-bihanEugène, Edine Kemmañ
Anv-familhPottier Kemmañ
Anv e kanaウジェーヌ・ポティエ Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Her 1816 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
Deiziad ar marv6 Du 1887 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Lec'h douaridigezhBered Père-Lachaise, Grave of Pottier Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
PenaltyKastiz ar marv Kemmañ
Micherbarzh, politiker, skrivagner, communard, drawer Kemmañ
KargQ62033965 Kemmañ
Strollad politikelSocialist Labor Party of America Kemmañ
BrezelDispac'h Gall 1848, Siege of Paris, Kumun Pariz Kemmañ
Korf an armeGarde nationale Kemmañ
Oberenn heverkKan Etrebroadel al Labourerien Kemmañ
Ezel eusInternational Workingmen's Association, Frañmasonerezh Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerSACEM Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ
Eugène Pottier

Eugène Pottier a oa bet ganet e Pariz d'ar 4 a viz Here 1816.

Mil anavezet e oa evel saver kanaouennoù-pobl da vare an Eil Republik c'hall (24 a viz C'hwevrer 18482 a viz Kerzu 1852) hag an Eil Impalaeriezh c'hall (2 a viz Kerzu 18524 a viz Gwengolo 1870). Aet e oa bet da bolitikour da vare emsavadeg Kumun Pariz (18 a viz Meurzh28 a viz Mae 1871).

E miz Gouere 1871 e oa bet savet pozioù an himn-dispac'h Kan Etrebroadel al Labourerien gantañ. Micherour tresour war zanvezioù e-pad an Eil Impalaeriezh e oa eneber ouzh ar renadur-mañ hag e teuas da vezañ unan eus pennoù-bras ar Sindikadelezh.

E 1867 e oa bet diazezet Sindikad micherel an atalieroù tresañ gantañ.

Adalek an 18 a viz Meurzh betek an 28 a viz Mae 1871 e oa bet ezel eus Poellgor kreiz republikan an Ugent arondisamant oc'h ober war-dro bodad servijoù kevread an arzourien.

Bet kondaonet d'ar marv dre zesfailh d'ar 17 a viz Mae 1873 ez eas en harlu da Stadoù Unanet e-lec'h ma aozas ar gengred evit ar gumunarded forbanet. Eno ivez ec'h emezelas ar frañmasonerezh ha goude Strollad sokialour labourerien Stadoù Unanet.

Kaset da ras hag hanter seizet e tistroas da Vro-C'hall goude distaoliadeg 1880. Aet e oa bet da Anaon e Pariz d'ar 6 a viz Du 1887.

Barzh dispac'her e oa ha kanet en devoa ar Gumun Ruz ha stourm ar werin :

  • La terreur blanche,
  • En avant la classe ouvrière,
  • L'insurgé et un recueil,
  • La question sociale (1885).