Eufrosine

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
An Teir Fulenn : Aglaia, Eufrosyne ha Talia. Delwenn gant Antonio Canova.

Eufrosine ( Ευφροσυνη /Euphrosúnê e gregach, da lavarout eo « Levenez »), pe Eutimia (Εὐθύμία /Euthúmia « Fiziañs » ) a oa unan eus an Teir Fulenn e mojennoù Hellaz kozh.

Evel he c'hoarezed e oa merc'h da Zeus ha d'an Okeanidenn Eurinome, pe da Eunomia, unan eus an Eurioù. Hervez Hygin avat, e oa merc'h da Erebos ha da Nyx, ha c'hoar da Aglaia ha da Talia. Peurvuiañ e soñjer e oa ar c'hoar etrehenañ, etre Talia hag Aglaia.

Arouez al levenez en he barr e oa, ar chervad, ar galonegezh, ar fiziañs, ar blijadur da vevañ.

Pennad kar[kemmañ]