Aithra (merc'h Pittheüs)

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Etra merc'h Piteüs)
Ur pennad Etra zo ivez.
Theseüs hag Aithra
Laurent de La Hyre (1635-1640)

Aithra (Αἴθρα / Aíthra e gregach, latinekaet en Aethra) a oa merc'h Pittheüs, roue Troizen, ha mamm Theseüs.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bellerofon a reas al lez dezhi, met n'eo ket gantañ ez eas ar goantenn.

Aigeüs, priñs eus kêr Aten, a oa bet dimezet div wech, gant Meta ha gant C'halkiope, ha divugel e oa bepred. Neuze ez eas da welout orakl Delfi a respontas dezhañ : « Arabat dit distagañ gouzoug da sac'h-gwin leun-tenn kent bezañ war uhelañ pazenn Aten. »
War e hent d'ar gêr eus Delfi e reas un ehan e Troizen, e ti e vignon ar roue Pittheüs. Hennezh a gomprenas ster an orakl, a roas gwin dezhañ, a vezvas anezhañ, hag a vountas anezhañ e gwele e verc'h Aithra.

A-raok e zisparti da zistreiñ da Aten e c'houlennas Aigeüs digant Aithra desevel o mab, m'he dije unan, hervez e renk. Dindan ur roc'h e lakaas ur c'hleze ha sandalennoù aour, arouezioù roueel a ziskuilhfe e orin d'an deiz ma c'hallfe gorren ar pezh roc'h-se. Hag eñ da Aten.

Gwilioudiñ a reas Aithra, ur mab he doe, Theseüs, savet ganti hec'h-unan. Ha hennezh a renas en Aten diwezhatoc'h war-lerc'h e dad.

Hervez ur vojenn all eo an doue Poseidon a oa tad Theseüs.

Pa voe bet lakaet Theseüs da roue Aten e voe skrapet Aithra gant an Dioskured e-kerzh ar brezel a vezee renet ganto evit adtapout Elena Sparta. Matezh e oa gant ar briñsez, ganti ez eas da Droia, ha dieubet e voe pa voe kemeret kêr, war c'houlenn he mibien-vihan, Demofon hag Akamas.