Estadio Parque Federico Omar Saroldi

Eus Wikipedia
Ur gwel eus diabarzh Parque Saroldi.

An Estadio Parque Federico Omar Saroldi, pe El Saroldi, zo ur sportva bet savet e Prado (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)).

Bet digoret d'an 2 a viz Du 1928 e veze graet Olimpia Park anezhañ kent dre ma oa Olimpia Football Club kozh perc'henn warnañ d'an ampoent. Pa voe krouet Club Atlético River Plate, e miz Mae 1932, diwar gendeuziñ Olimpia ha Club Atlético Capurro, e voe dalc'het krogadoù ar c'hleub nevez-c'hanet eno, ken anat ha tra.

Da-geñver ur c'hrogad c'hoariet ouzh Central Español Fútbol Club e pakas Federico Omar Saroldi, diwaller-pal River Plate, ur mestaol ouzh e benn. Pell grevusoc'h e oa eget na soñje an dud dre ma varvas Saroldi un nebeud deizioù war-lerc'h, d'ar 4 a viz Gouere 1932 : ken feuket ha doaniet e voe ar c'hleub ma voe divizet reiñ anv ar paourkaezh diwaller-pal d'ar sportva. Hiziv an deiz ez eo Intendencia de Montevideo perc'henn war Barque Saroldi a vez feurmet da River Plate.

Emañ lec'hiet Avenida 19 de Abril, nepell diouzh daou sportva all : Estadio Parque Alfredo Víctor Viera (Montevideo Wanderers) hag Estadio José Nasazzi (Bella Vista).