Estadio José Pedro Damiani

Eus Wikipedia
Ur gwel eus diabarzh
an Estadio José Pedro Damiani

An Estadio José Pedro Damiani zo ur sportva, bet savet e Marconi (unan eus karterioù Montevideo (Uruguay)), hag a zo Club Atlético Peñarol perc'henn warnañ. Dre m'emañ lec'hiet Calle Las Acacias (Straed ar C'hasia e brezhoneg) e vez graet Las Acacias anezhañ ivez.

Dont a ra an anv anezhañ eus hini ar politikour ha kontour uruguayat José Pedro Damiani, bet prezidant Peñarol.

Digoret e oa bet d'an 19 a viz Ebrel 1916 da-geñver ur c'hrogad a vignoniezh etre Peñarol ha Nacional Montevideo.

Hiziv an deiz ez eo deuet da vezañ re zirapar ha ne zegemer nemet krogadoù skipailhoù re yaouank Peñarol. Daoust d'ar sportva bezañ gouest da zegemer betek daouzek mil arvester, n'haller ket c'hoari krogadoù Primera División ennañ ken ; se zo kaoz e ra Peñarol gant an Estadio Centenario bremañ.