Eskumunugenn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

An eskumunugenn eo ar c'hastiz kreñvañ roet gant an ilizoù kristen d'ar re o deus un emzalc'h hag a ya kontrol da reolennoù an ilizoù-se. Lakaet e vez an den e-maez eus “kumuniezh ar gristenien”.

Gwechall e veze eskumunuget ar re a embanne kredennoù ha ne oant diouzh grad pennoù an Iliz, pe a en em zalc'he fall, dreist-holl abalamour d’o buhez reizhel.