Ernst Mach

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ernst Mach e 1900

Ernst Mach a zo ganet d'an 18 a viz C'hwevrer e Chirlitz-Turas e 1838 ha marvet eo d'an 19 a viz C'hwevrer 1916 e Haar e kostez München. Ur fizisian aostrian e oa.

Savet eo bet gant e dad betek ma vefe 14 vloaz, goude-se e heulias studioù er Gymnasium (ul lise eo) e 1853 a-raok bezañ degemeret e skol-veur Vienna da 17 vloaz. Studiañ a reas ar matematik, ar skiantoù fizik hag ar brededouriezh. Embann a reas un dezenn doktorelezh war ar fenomennoù tredan da ziskargañ hag an tredanlusk e 1860. Kelenner war ar matematik e voe e skol-veur Graz e 1864 ha kelenner fizik er skol medisinerezh e 1866. E-keit-se e voe bet dedennet gant ar vevedouriezh ha merzerezh ar skiant. E 1897 en doe ur barrad empenn met kenderc'hel a reas da gelenn. E 1901 ez eas war e leve hag e teuas da vezañ ezel eus kambr uhel parlamant Aostria. Kenderc'hel a reas da embann levrioù skiantoù fizik ha kimiezh.

Mervel a reas d'an 19 a viz C'hwevrer 1916 e Haar e-kostez München (Alamagn).