Eritre
Eritre ( diwar ar ger Ἐρυθραί, Erythrai e gregach, Erythrae e latin), a oa unan eus 12 kêr Ionia, en Anatolia, bodet er C'hevre ionian, war aod Mor Egea, dirak Enez C'hios. Chom a ra an dismantroù anezhi, e-kichen ar gêriadenn a oa Lidri e gresianeg a vremañ, hag a zo Ildiri e Turki hiziv.
Gerdarzh [kemmañ]
Dont a ra an anv eus hini Eritros, mab da Radamant, roue Kreta, a ziazezas an drevadenn; kretiz eta e vije bet an annezidi gentañ. En amzer Kleopos, mab da Codro, e voe kaset tud a bep kêr eus ar c'hevredad da annezañ Eritre.
Sibilla ha tud all [kemmañ]
Brudet e oa Eritre dre ziv velegez: an eil a oa anvet sibilla gant Strabon, eben a oa anvet Atenais en amzer Alesant Veur.
Heraklides Eritre a oa ur mezeg eus skol Herofil en amzer Strabon.
Rivinoù [kemmañ]
En aber ar stêr Aleos e oa Eritre. Chom a ra dismantroù eus ar porzh, eus ar mogerioù kêr, un nebeud straedoù, bezioù, temploù, hag ar c'hoariva.
